Tredeidi skolaj Plijidi a zo aet da weladeniñ un diskouezadeg anvet Ville de Calais gant fotoioù ha filmoù bihan Henk Wildschut.
Aozet eo gant ti-kêr Gwengamp, e leurenn François Mitterand betek ar 5 a viz Du.
Lochennoù ar repuidi e “ janglenn Calais “. |
D’ar gwener 20 a viz Here eo bet tredeidi Pijidi dre
glasad, e c’harr boutin da weladeniñ leurenn François Mitterand e Gwengamp. Aze
oa un diskouezadeg anvet Ville de Calais
gant fotoioù ha filmoù Henk Wildschut. Tapout a ra al luc’hskeudener
hollandek se fotoioù war vuhez ar repuidi hag ar vuhez e janglenn Calais.
Un heuliadenn luc’hskeudennoù a ziskwel ar memes lec’h
a hed an amzer. Da skwer e welomp teltennoù a teu da vezañ lochennoù ;
goude e vez kinklet al lochennoù hag evit echu an aliesañ e vez distrujet al
lochennoù gant an archourien.
Ar filmoù a zo e-barzh ur sal all gant tri voger, ur
film disheñvel zo war pep moger. Ar filmoù zo graet gant ur benveg
luc’hskeudeniñ. Lak a ra Henk Wildschut anezhañ en ur lec’h hag e laosk an
amzer da dremen hag ar repuidi d’ober o buhez : da skwer, e lak e benveg
dirak repuidi o c’hoari besbol hag ar re-se na wellont ket ar benveg hag e
reont o c’hoari.
Ar pezh e meus kavet an plijusañ eo diabarzh al lochennoù
kinklet gant meur a dra, dreist-holl gant tapisoù leun a livioù padal pa selez
diouzh al lochennoù diouzh an diavezh n’int ket brav tre. Kavet meus se dedenus
rak e diskouel o deus c’hoant ar repuidi kaout ur buhez evel ar frañsizien gant
ul labour, un ti kinklet e lec’h en em santont evel en o ti. Daoust d’o buhez
diaes e lakont livioù en o buhez.
Barnabé Rodier
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire